Emglev Gwener-ar-Groaz, pe Good Friday Agreement e saozneg pe Comhaontú Aoine an Chéasta en iwerzhoneg, a oa bet un emglev hollbouezus da geñver argerzhioù ar peoc'h e Norzhiwerzhon er bloavezhioù 1990. Sinet e oa bet an emglev d'an 10 a viz Ebrel 1998 gant nerzhioù galloudusañ Norzhiwerzhon da zisklêriañ e oant holl a-du da reiñ lamm d'an tregont bloavezh brezel (eus 1969 betek 1998) gwadus a oa bet gant 3 480 den lazhet.